“Disentiñ”, Xavier Renou
9,50€
Perak ha penaos disentiñ ? Abaoe bloavezhioù e kemerer perzh e manifestadegoù a bep seurt. Daoust hag un disoc’h pe ur gounid gwirion a vez bep tro ? Lakaat a reer hon anv war kantadoù ha kantadoù a sinadegoù. Daoust hag ur pouez efedus o deus ? Doareoù all a zo evit bezañ klevet, evit diskouez hon youl ha nec’hamant, ha trec’hiñ en diwezh hep implijout ar feulster. Al levrig-mañ a zispleg e c’heller disentiñ hep implijout an nerzh ha kement-se en un doare reizh. Sevel a ra goulennoù ha reiñ a ra doareoù da gas ur stourm da benn, re an disenterezh keodedel. Un hent hag a vez implijet gant ar strollad Ai’ta! evit kas stourm ar brezhoneg war-raok. Xavier Renou, an oberour, a zo unan eus diazezerien ar c’henstroll Désobéissants.
Quantity
Only 3 left in stock
Deskrivadur
Oberour: Xavier Renou Troer: Dewi Siberil Embanner: An Alarc’h Embannadurioù Skigner: Kuzul ar brezhoneg 184 pajenn Ment: 12×19 cm Yezh(où): Brezhoneg Danvez : Arnodskridoù, Troidigezhioù Deiziad embann : 2015 EAN 13: 9782916835662 ISBN: 978-2-916835-66-2